Roll gouarnourien roman Enez Vreizh

Setu aze ur roll diglok eus Gouarnourien roman enez Vreizh. Enez Vreizh, anvet ivez Preden pe Britannia e latin zo bet ur broviñs koñsulel eus an impalaeriezh roman goude aloubadeg an Impalaer Glaoda Iañ e 43. Evel proviñs koñsulel e ranke ar c'houarnerien anezhi bezañ anvet da goñsul gant Roma kent dezho gellout gouarn. Un darn vat eus ar goñsuled a oa "consul ordinares", kavet e vezont e Roll koñsuled an Impalaeriezh roman uhelañ. Ar c'houarnourien ziwezhañ a c'halle bezañ eus renk ar varc'heien, ur renk izeloc'h.

N'eo ket bet renablet an holl c'houarnourien gant an istorourien roman. Kalz anezho n'int ket anavezet nemeur, paneve dre roudoù epigrafek pe dre mammennoù all evel lizheroù Vindolanda. War-lerc'h distro Gnaeus Julius Agricola da Roma n'hall an deiziadoù respet nemet bezañ goulakaet. Lod zo c'hoazh dianav penn-da-benn ha, d'ar mare ma voe rannvet Preden e proviñsoù disheñvel eo toull-didoull ar marilhoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy